Nom (Henegipt)
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Bez' e oa an Nomoù (eus ar gresianeg νομοι, nomoi, a dalvez rann, distrig; sepat e demoteg), rannoù melestradurel a veze lodennet Egipt ganto en Henamzer. Ar c'hentañ rann velestradurel a oa ar vevenn a oa daouhanteret Egipt drezi etre Gorre Egipt ha Goueled Egipt. Bep a gêr-benn ha bep a arouez a oa gant an nomoù. Etre eizh nom ha tregont ha daou nom ha daou-ugent zo bet hervez ar mareoù. E-pad ar marevezh ptolemaek ha roman e teuas an nomoù da vezañ rannvroioù melestradurel.
Meret e veze an nomoù e anv ar Faraon gant gouarnerien a veze graet nomarked anezho.
Evit doare eo ken kozh rannadur Egipt e nomoù hag ar marevezh rakktierniezh (e-tro an XXXIIl kantved kt JK). E penn-kentañ e oa eus an nomoù-se keodedoù-Stad bet unvanet tamm-ha-tamm. Gant Menes e voe peurechuet unvanidigezh an nomoù.
Ouzhpenn padout a-hed 3000 vloaz eo chomet stabil a-walc'h anvioù, niver, urzh ha gorread an nomoù. Lod, evel Xois en delta, pe Khent e Gorre Egipt a gaver meneget o anv war maen Palermo bet engravet e-pad ar Vvet tierniezh. Re all, evel Bubastis, zo bet savet da vare ar Rouantelezh Nevez. Renet o deus ar pep brasañ eus faraoned Egipt war 42 nom.
Ugent nom a oa e Goueled Egipt, kreizennet gant Mimfis, kêr-benn ar Rouantelezh kozh. Heuliañ a ra an niveradur red an Nil; gant nomoù ar reter emañ ar sifroù brasañ.
Daou nom war-ugent a oa e Gorre Egipt. Heuliañ a rae an niveradur anezho red an Nil ivez.
An Nomarked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn pep nom e oa un Nomark. Peuliesañ e vezed nomark dre hêrezh met gallout a rae ar faraon envel unan bennak war ar garg. Pa oa kreñv ar galloud kreiz eo ar faraon hollc'halloudus a zibabe an nomarked peurliesañ. Pa veze gwanoc'h ar galloud (e-pad an aloubadegoù pe pa oa brezelioù diabarzh, peurgetket) en em aoze an nomoù o-unan hag e tape ar vibien lec'h o zadoù. Ingal e veze tabutoù etre breudeur evit an hêrezh e-pad ar Marevezh Etre kentañ, mare ma oa gwanaet ar galloud kreiz, dreist-holl etre ar VIvet hag an XIvet Tierniezh.
Treuzvevañs an nomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miret eo bet framm an nomoù a-hed ar marevezh ptolemaek tre betek mare ar Romaned. Dindan beli ar Romaned e veze skoet moneiz gant nomoù zo : ar "pezhioù nomek". Miret o deus an nomoù o fouez melestradurel evel unanenn diazez ar vro betek adframmadur klok ar vurokratelezh dindan ren Diokletian ha Kustentin Iañ.
E -307 eo bet erlec'hiet an nomoù gant pouioù (pagi) gouarnet gant ur Pouier (pagark). Ne'z ae ket e roll pelloc'h eget hini un dastumer tailhoù ha pennlusker an armeoù lec'hel. Peurliesañ e oa eus ar baouierien perc'henned pinvidik a oa mestr war ar paou renet ganto dre ar galloud hag an arc'hant.
n°
|
Anv an nom
|
Anv egiptek
|
anv gresianek
|
Anv a-vremañ
|
---|---|---|---|---|
1
|
Ar ramparzh gwenn
|
Ineb Hedj/Men-nefer
|
||
2
|
Ar vorzhed
|
|||
3
|
Ar c'hornôg
|
|||
4
|
Neith ar su (pal ar su)
|
|||
5
|
Neith an norzh (pal an norzh)
|
|||
6
|
Tarv ar menez (tarv an dezerzh)
|
|||
7
|
Treant ar c'huzh-heol
|
|||
8
|
Treant ar sav-heol
|
|||
9
|
Andjty (ar gwarezer)
|
|||
10
|
Ar mell tarv du
|
|||
11
|
An Tarv kontet (an tarv en e lurelloù)
|
|||
12
|
Al Leue sakr (leue ar vuoc'h)
|
|||
13
|
An aotrou bagol (ar piler)
|
|||
14
|
Ar stalenn reterel (beg ar sav-heol)
|
|||
15
|
An Ibis
|
|||
16
|
An Delfin (ar silur)
|
|||
17
|
An Tron (ar santual)
|
|||
18
|
Ar bugel roueel uhelañ
|
|||
19
|
Ar bugel roueel izelañ
|
|||
20
|
Ar sav-heol (ar falc'hun balzameget)
|
n°
|
Anv an nom
|
Anv egiptek
|
Anv gresianek
|
Anv a-vremañ
|
---|---|---|---|---|
1
|
Bro ar wareg (douar Setet)
|
|||
2
|
Tron Horus
|
|||
3
|
Ar plouezad (an div bluenn)
|
|||
4
|
Ar vazh-roue
|
|||
5
|
An daou sparfell
|
|||
6
|
Ar c'hrokodil
|
|||
7
|
Ar sistr (benveg seniñ)
|
|||
8
|
An douar bras (relegouer Osiris)
|
|||
9
|
Minou (foeltr Min)
|
|||
10
|
Ar C'hobra (an naer)
|
|||
11
|
Loen Seth (Al levran)
|
|||
12
|
Menez an Naer
|
|||
13
|
Ar Greunadour (An terebint) uhelañ
|
|||
14
|
Ar Greunadour (An terebint) izelañ
|
|||
15
|
Ar C'had
|
|||
16
|
An Oryks (ar c'hazelenn)
|
|||
17
|
Ar C'hi du (an aourgi)
|
|||
18
|
Falc'hun e skilfoù dispak (ar sparfell nij)
|
|||
19
|
Ar vazh-roue c'hlann (ar eil bazh-roue)
|
|||
20
|
Al lore roz uhelañ
|
|||
21
|
Al lore roz izelañ
|
Krokodilopolis (ha goude Arsinoe)
|
||
22
|
Ar gontell
|
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Alan K. Bowman (1990) Egypt After the Pharaohs, Oxford University Press.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) An nomoù
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |